Lizherenneg henhebraek

Al lizherenneg henhebraek (hebraeg : הכתב העברי הקדום), pe lizherenneg proto-hebraek eo al lizherenneg, pe abjad kentoc'h, implijet ez-istorel e Rouantelezhioù Israel ha Yehouda adalek an Xvet kantved a-raok hon mare hag e rannvro Yehouda betek 135 eus hon mare, daoust ma veze implijet muioc'h-mui al lizherenneg karrez a-orin arameek abaoe ar Vvet kantved a-raok hon mare. Hebraeg a veze notennet ganti an aliesañ. Diwanet e oa diwar al lizherenneg proto-kananean a oa bet mammenn lizherenneg fenikek ivez.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search